Banniel Qatar a zo gwenn (liv) ha rous/limestra (anvet liv greunaval a-wechoù). Divoas eo ar banniel-se gant al liv diwezhañ-mañ, met ivez gant e genfeurioù a laka anezhañ da vezañ hir-tre. Er penn kentañ e oa ur banniel ruz evel reoù holl emirelezhioù ar Pleg-mor. Goude e oa bet lakaet ul linenn gamm-digamm evel ma oa bet graet ivez gant Banniel Bahrein, ur vro nes. Al liv rous a vije bet tapet diwar dislivadur ar ruz dindan efed an heol. Hervez an deskrivadur ofisiel e talvez:
ar gwenn, evit ar peoc'h;
an 9 beg, evit an nav emirelezh eus ar Pleg-mor;
ar "ruz" evit ar gwad skuilhet e-kerzh ar brezelioù.